Die Leiden des jungen Werthers

Embannadur kentañ, 1774
Goethe e 1779

Die Leiden des jungen Werthers, pe Poanioù Werther yaouank e brezhoneg, a zo ur romant-lizhiri alamanek skrivet gant Goethe hag embannet evit ar wech kentañ e 1774.
Un tammig hiroc’h e oa an eil embannadur e 1787, pa voe embannet oberenn glok Goethe.
Romant kentañ Goethe eo, hag a-boan e oa dezhañ dont er-maez ma lakaas ar skrivagner da vezañ hollvrudet, en Alamagn da gentañ, hag en Europa a-bezh da heul. Dianv e voe an embannadur kentañ, kinniget e foar al levrioù e Leipzig e diskar-amzer 1774. An destenn orin a zo stag ouzh al luskad anvet Sturm und Drang, ul luskad alaman rakromantel eo. An eil hini a c’haller renkañ e luskad klaselezh Weimar. Oberoù an haroz, koulz hag e emzalc’h, a laka ivez an oberenn da vezañ gwelet evel unan arouezius eus al luskad anvet Empfindsamkeit.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search